05/07/2013

Roll miz Gouere

2013_04_30_def_startijenn_01-5

Kentañ gouel ar miz : d’ar sadorn 6 e Peillac (56), evit lidañ 10 vloaz ar vreudeur Plantec. Ur sapre gouel e vo gant 16 strollad o seniñ evit ur fest-deiz-ha-noz. Sonet e vo gant Startijenn da 00e25. Evit gouzout hiroc’h :  kit dre amañ.

Ar sizhun goude e vo Startijenn d’ar gwener 12 e Plouzane. Ar strollad Barzaz a vo o seniñ eno ivez.

bandeau_vieilles_charrues

D’ar sadorn 20 e vo Startijenn El-TaQa e Gouel an Erer-Kozh e Karaez war al leurenn Gwernig da 01e10. Enrollet e vo an abadenn-mañ evit ar bladenn da zont ‘maez en diskar-amzer o tont.  Evit muioc’h a ditouroù: lec’hienn Gouel an Erer-Kozh .

E Landreger (22) e vint d’ar merc’her 24 evit an abadennoù digoust a vez eno bep merc’her e-pad an hañv. Sonet e vo gant ar strollad da 9 eur noz. Roll klok an abadennoù a zo dre amañ.

An devezh goude, d’ar yaou 25 e vo Startijenn El-TaQa o seniñ e Gouelioù-Meur Kerne e Kemper (29) e liorzh an eskopti. Ar strolladoù Lunasa ha Serendou a vo o seniñ eno ivez. Sonet e vo gant Startijenn El-TaQa da 23e15 hag enrollet an abadenn adarre evit ar bladenn o tont. Evit muioc’h a ditouroù kit war lec’hienn Gouelioù-Meur Kerne .

D’ar gwener 26 e vint e St-Lyphard (44) evit “les nuits du marais”.

ken ‘voc’h gwelet !