02/05/2013

Darvoudoù da zont

bandeau_vieilles_charrues
Sonet e vo ar grouidigezh STARTIJENN El-TaQa e Gouel an Erer-Kozh, Gouelioù-meur Kerne ha Gouel Etrekeltiek an Oriant en hañv-mañ. Roll abadennoù STARTIJENN en e stumm boaz da 6 soner a zo o paouez bezañ bet embannet en deiziataer evit an hañv o tont.

Da c’hortoz setu roll abadennoù miz Mae :
sad 04 – Pleged Moezan (29) – festival “Festy Jeanne”
ven 10 – Arzhon (56) – Semaine de Golfe
sam 18 – Le Havre (76) – Fest Yves / Gouel Erwan
dim 19 – Pariz (75) – Jardin d’acclimatation (fest-deiz)
lun 20 – Pariz (75) – abadenn gant ar grouidigezh Startijenn El-TaQa er “Jardin d’acclimatation”
sam 25 – Brest (29) – La Carène

Goude 15 vloaz trement o seniñ gant STARTIJENN en deus divizet Konogan en em ouestlañ da raktresoù all (Pevarlamm KH, An Habask-Chapalain…). Lionel Le Page an hini eo a vo er strollad adalek miz Gouere ouzh ar biniou hag ar uilleann-pipes. Kroget eo ar pleustradennoù gant Lionel evit sevel ur bladenn nevez evit 2014.

2013_04_30_def_startijenn_01-5

 

Un darvoud a zo da notenniñ war ho teiziataer : ur sapre gouel a vo aozet e Konk-Kerne d’ar sadorn 2 a viz Du evit lidañ 15 vloaz Startijenn ha mont er-maez pladenn ar grouidigezh Startijenn El-TaQa. Pedet e vo ur bern strolladoù ha sonerien en noz-se met re abred eo c’hoazh evit lavaret deoc’h pep tra.