
Goude 10 vloaz asambles ganeomp war al leurennoù en deus Lionel divizet mont war zu avañturioù all !
TRUGAREZ BRAS dit Lionel evit an 10 vloaz tremenet asambles ganit o foetañ bro war al leurennoù ! Kalon dit ‘vit da raktres nevez !
Degemer mat da Yoann An Nedeleg !
Tro hon eus bet da gejañ gantañ da vare al lise. Ampart war ar biniou kement ha war ar pib-ilin, spered ar vro a zo gantañ, a-dra-sur ! Deomp de’i, da vevañ troioù-kaer nevez asambles ! War-raok !
Poltred : Eric Legret